dimanche 20 juillet 2008

An Itronesed Gwenn

Daet oun en-dro. Gwerso 'moe ket skriwet tra 'bed 'barzh-amañ, peogwir 'meus ket pet amzer da skriw na mem da glazh istoerioù newez da goñtiñ deoc'h.

Henoazh me 'ya da voulc'hiñ un istoer, kani an Itronesed Gwenn. Marsen 'peus klawet kaojal anehe? Ar re-sen zo dich-èl speurmantoù ha vez gwelet da nos, àr vord an hentoù, èl é c'hoari bis-meud. Hè a vez gwenn-kann : gwenn o dilhàd, ha gwenn o fass iwe. C'hwi a arrasta hoc'h oto 'talti eid he c'hass genoc'h d'ar lec'h a faota dihi, mes arriw ba ur gammdroienn, hi a huicha "diwàllet, ar gammdroienn-mañ zo dañjerus-bras !", ha mont diàr-wel doc'htu. An itronesed gwenn zo pet gwelet get keme't a dud, ken n'eus ket moaiand lâred n'eus ket anehe. Ba beb sort lec'hoù zo pet gwelet speurmantoù sort-sen, ba peb kornad ha ba peb bro, ha zur'walc'h zo pet gwelet ur bochad ba Breizh iwe. M'meus-meiñ klawet kaojal a inon, pas forzh pell diàhalemañ. Me a goñtey hec'h istoer deoc'h hemb pell. Mes berma' ema rhed din ho kuitaad. Me a zey en-dro, un nos 'ràll, d'ho trec'hiñ get istoerioù 'ràll...